Devin Townsend

Devin Townsend
Townsend er Wâldrock Festival, Izelvroioù, 30 a viz Even 2001.

Anv Devin Garrett Townsend
Ganet 5 a viz Mae 1972
e New Westminster, British Columbia, Kanada
Micher(ioù) Kaner, sonaozour, soner, produour
Doare(où) Progressive metal, progressive rock, extreme metal, industrial metal, thrash metal, experimental metal, ambient
Doare mouezh Liesseurt
Benveg(où) Kan, gitar, gitar boud, touchennaoueg, tamboulinoù programet
Bloavezhioù oberiant Adalek 1993
Label(ioù) HevyDevy, Century Media
Lec'hienn ofisiel www.hevydevy.com

Devin Garrett Townsend (ganet d'ar 5 a viz Mae 1972) a zo ur soner ha produer kanadian. Krouer, sonaozour, kaner ha gitarour ar strollad extreme metal Srapping Young Lad etre 1994 ha 2006 e oa hag ur red-micher e-unan en deus ivez.

Goude bezañ bet c'hoarier e kalzig a strolladoù metal pa oa er skol-veur, Townsend a voe merzet gant ul label enrollañ e 1993 ha goulennet e voe gantañ ober ar c'han pennañ war an albom Sex & Religion gant Steve Vai. Goude bezañ bet enrollet ha graet sonadegoù gant Vai, Townsend a voe diskalonekaet gant ar pezh a gavas e industriezh ar sonerezh, ha restaolet en deus e gounnar war un albom solo : Heavy as a Really Heavy Thing embannet gant an anv-pluenn Strapping Young Lad. Strollet en deus un nebeud tud gant an anv-se, hag embannet en deus City e 1997. Abaoe, embannet en deus tri albom gant Strapping young Lad, dindan e label dezhañ, HevyDevy records. Albomoù Townsend a zo ur meskaj a hard rock ha progressive metal, hag implijet zo bet meur a soner er raktresoù. E 2002 eo stummet The Devin Townsend Band, gant izili stabil, evit enrollañ hag ober sonadegoù evit daou eus e albomoù solo.

E 2007 e paouezas Townsend gant Strapping Young Lad ha The Devin Townsend band, evit kemer un ehan ha kemer muioc'h a amzer evit e familh. Goude daou vloaz hep netra, kregiñ a reas da labourat war un heulienn pevar albom anvet The Devin Townsend Project, pep albom skrivet gant un doare disheñvel. An daou albom kentañ, Ki hag Addicted, a voe embannet e 2009. Townsend en deus neuze graet un harp en aozadur an albomoù evit ober sonadegoù. E 2011 emañ raktreset embannadur an daou albom diwezhañ, Deconstruction ha Ghost.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy